Boest ostilhoù |
Wikipedia:Kartenn ar Wikipedourien
[kemmañ] Wikipedourien Breizh hag ar bed, kevarc'h!Evit dizoleiñ pelec'h emañ ar Wikipedourien vrezhonek o chom, lakait ar bir war ar pikoù, dont a raio war wel anv ar c'hêrioù m'emañ an dud o chom... Brav ez a ar bajenn-mañ en-dro gant an darn vrasañ eus ar merderioù a-vremañ (Internet Explorer 6, Mozilla, hag all). Ur Bitmap 1000x500 e “vannadenn zouaroniel” eo ar skeudenn; gant se, mard anavezer ledred ha hedred ul lec'h bennak e c'haller jediñ pelec'h emañ war ar gartenn en un doare aes a-walc'h. Pedet eo an holl a fell dezho bezañ war ar gartenn da enskrivañ dindan o anvioù hag ar c'hêrioù ma vevont. O c'hortoz ho taveennoù emeur! :) [kemmañ] Implijerien rollet war ar gartenn
[kemmañ] Kavout daveennoù douaroniel kêrioù Breizh
[kemmañ] Implijerien o deus c'hoant da vezañ war ar gartennMar fell deoc'h bezañ war ar gartenn met ma n'ouzit ket penaos, n'eo ket strikt. Lakait hoc'h anv war ar roll dindan gant an titouroù zo ganeoc'h diwar-benn al lec'h m'emaoc'h o chom -al ledred hag an hedred zo mat da reiñ- ha lakaet e viot war ar gartenn gant unan bennak all. Mar lakait ho taveennoù en daolenn a-us, ouzhpennit anezho war ar gartenn ivez, evit ma klotfe mat titouroù ar gartennn gant re an daolenn.
[kemmañ] Formulenn evit treuzfurmiñ an daveennoù douaroniel e pikseloùAes a-walc'h eo ar formulenn. Evit treuzfurmiñ e kemerin skouer Kêr Karaez-Plougêr.
Notenn: Dav eo tennañ 1 piksel pe 2 d'an talvoudoù kavet m'eo keit ha 3x3 pe 5x5 ar pik a verk ar c'hêrioù war ar gartenn. En un doare pleustrek a-wechoù e vo ret tennañ pe ouzhpennañ un dalvoudenn stabil bennak all, diouzh ar merdeerioù met an dalvoudenn a vo dalc'het en daolenn eo hini ar piksel tostañ da hini ar skeudenn orin 1000x500.
#!perl
$lat = &reduce(41,39);//ledred derez/eilenn
$lon = &reduce(0,54);//hedred derez/eilenn
$top = int((90-$lat)/0.36);
$left = int((90-$lon)/0.36);
print "top = $top px\nleft = $left px\n";
sub reduce($$){
($lat,$lon) = @_;
return $lat + $lon/60;
}
[kemmañ] Liammoù diavaez |