|
|
Wikipedia:Fazioù stankañNotennoù evit ar re a garo teurel evezh, da glokaat gant neb a c'hallo. [kemmañ] Anv-strollUn anv lies eo an anv-stroll, evel er skouerioù-mañ:
[kemmañ] BennakNe vez ket implijet bennak el liester. Lavaret e vez:
[kemmañ] CopyrightBetek-hen e vez lavaret:
Gwirioù skridaozer zo mat ivez. [kemmañ] Darn (vrasañ)Lavarout a reer darn eus un dra bennak hag an darn vrasañ eus an traoù ha n'eo ket "darn un dra bennak" pe "darn vrasañ an traoù". [kemmañ] Degemer matDaoust d'an droienn Degemer mat deoc'h bezañ anavezet mat bremañ e vehe mat lakaat Deuet mat oc'h a-wezhioù. [kemmañ] DeizadSkrivet e vo: ganet d'an 12 a viz Du, hep ankounac'haat "da". [kemmañ] DiouzhRet eo diwall da veskañ diouzh hag eus. N'eus ket eus an droienn *diouzh tu ar sav-heol:
[kemmañ] DreTapet e vez ar c'hi dre e lost, met renket e vez an dud "hervez" urzh al lizherenneg, pe hervez o oad, o yezhoù. Dont a ra ar c'hej-mej eus liessterioù ar ger gallek "par". [kemmañ] E, en
[kemmañ] Ebet
Peurvuiañ ne vez ket heuliet ar boaz-se er skridoù brezhonek.
[kemmañ] Eget
[kemmañ] En ur c'hortozNe vez ket implijet an droienn-se evel adverb: da c'hortoz a vez laret.
[kemmañ] Estreget
E brezhoneg e vez graet gant ur stumm-kadarnaat, pa vez graet gant ur stumm- nac'h e galleg: "Il n'y a pas que". [kemmañ] EtaN'hall ket eta bezañ lakaet e penn kentañ ur frazenn, evit treiñ donc (gwelout: [1]). N'eus nemet ober gant gant se, rak-se, neuze, pe abalamour da se, hervez an dro.
[kemmañ] FaziLavaret e vez
[kemmañ] Ger-mellNe vez ket implijet ar ger-mell dirak an anv
Ne vez ket implijet ar ger-mell dirak an anv-gwan en derez uhelañ
[kemmañ] GoulennGoulenn digant unan bennak pe ouzh unan bennak zo heñvel. Lakaat da n'eo ket brezhoneg. [kemmañ] KemmadurioùLavaret e vez:
Gwelout: Listennad gerioù gourel ha gwregel. Graet e vez kemmadur g/c'h (evel ar c'hemmadurioù dre vlotaat all, war-bouez d/z):
[kemmañ] Klask
[kemmañ] KlotañN'eus ket a verb klotaat e brezhoneg, penegwir n'eus ket eus ar ger klot. Klotañ eo ar verb reizh. [kemmañ] KomzEvel en un toullad yezhoù all, ne gomz ket al levrioù nag ar pennadoù nag ar skeudennoù nag ar c'hanaouennoù. Met anv, kaoz, meneg, zo enno eus traoù pe tud a bep seurt. [kemmañ] MeurLavaret e vez meur a dra, meur a zen , meur a wech, atav gant an unander. [kemmañ] MilionUr milion a dud a vez lavaret atav, gant al liester, goude ma vez lavaret nav c'hant mil den (pe nav c'hant mil a dud, evel a garer). [kemmañ] Nemet1 Implijet e vez nemet gant ur verb er stumm nac'h:
2 Gallout a reer lavarout ivez:
Alies e kred nevezvrezhonegerien zo e lavaront "Ya pas que", pa lavaront ar c'hontrol ("Ya que"): ret e vije dezho ober gant estreget, estrevit, pe ouzhpenn. [kemmañ] Pal: ar pal hag ar balAr pal a vez klasket tizhout gant rederien, ar bal eo ar benveg a vez gant al liorzher da dreiñ douar. [kemmañ] SpagnolUr Spagnol ha Spagnoled (ha gwin spagnol). N'eus ket eus ar ger Spagnoliz, evel n'eus ket eus ar ger Spagnolad. [kemmañ] TabutTabutal zo ober trouz, huchal. N'eo ket komz. Discuss a zo komz, kaozeal, divizout. [kemmañ] TuE lec'h ober gant an dro-lavar gallek "tu zo" e vo implijet ar verb gallout: Ma n'ouzer ket ober e c'haller goulenn digant ur merour. « Tu zo » zo un droienn vrezhonek nevez, implijet gant brezhonegerien yaouank ar c’hentañ kantved warn-ugent e-lec’h ar verb gallout. [kemmañ] OrinDeuet eo diwar an droienn gozh moien zo, deuet diwar ar galleg, a zo bet peurvrezhonekaet ar ger kentañ anezhi, nemet sistematikaet an implij anezhi ouzhpenn. En em ledet eo gant nevezvrezhonegerien ar bloavezhioù 1980 da gentañ, ha gant skolioù Diwan goude. [kemmañ] Hep araogennKlevet e vez implijet hep araogenn (tu zo ober) pa n’eus troienn ebet war ar memes patrom hep an araogenn da (amzer zo da vont, labour zo d’ober, tro a vo da chaseal), a zegas renadenn an anv-kadarn er skouerioù-se. Ne veze ket implijet na gant brezhonegerien an 20vet kantved, na gant ar skrivagnerien. Gwelet e vez evel unan eus arouezioù ar roazhoneg, pe an diwaneg. Diaes eo en em reizhañ avat d'an dud ha n'int ket kustum d'ober gant ar verb gallout. [kemmañ] Tu, *diouzh tuGwelout diouzh, uheloc'h. |