Boest ostilhoùE yezhoù all
|
Unaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel
Unaniezh ar Republikoù Sokialour Soviedel (Сою́з Сове́тских Социалисти́ческих Респу́блик), pe an Unaniezh Soviedel, pe an URSS (СССР e rusianeg), krouet e 1922, a zo ur riez a zo aet da get e 1991. En em astenn a rae an URSS eus ar Mor Baltel d'ar Mor Du ha betek ar Meurvor Habask. Lodenn Norzh Eurazia e oa he ziriad, hini Rusia impalaerel, war-bouez Polonia ha Finland, da lavaret eo tost da 15 % eus douaroù ar bed. En amzer ma oa staliet an URSS, un nebeud riezoù ha tiriadoù a oa bet enteuziet enni pe dispartiet diouti. Koulskoude, ma oa 15 republik enni en diwezh, an hini vrasañ, divent he gorread hag he foblañs, a oa Republik sokialour kevreadour soviedel Rusia. E keñver an darempredoù diplomatek eo-hi warlerc'hiadez an URSS. Krouidigezh an URSS a oa disoc'h pennañ an Dispac'h rusian c'hoarvezet e 1917 pa oa skarzhet ar Tsar Nikolaz II eus e dron. Goude trec'h an Dispac'h ec'h embannas Lenin, penn ar strollad bolchevik, e vo renet ar vro gant pennaennoù ar gomunouriezh hag e chomas bev ar bennaenn-se betek an diwezh. Ne oa nemet un aozadur politikel hag a oa aotreet Strollad Komunour an Unaniezh Soviedel (SKUS) ha daou urzhaz a rene ar riez : hini ar SKUS hag hini ar pennoù politikel dilennet, met lec'hiet dindan kazel-ge ar Strollad. Abegoù freuzadur an URSS a c'hell bezañ kavet war div dachenn :
O vezañ kreizennour ha burevourel, ne oa ket gouest ar renad da herzel ouzh kement a rendaeloù e pep lec'h. [kemmañ] Ar Republikoù soviedel1. RSS Armenia, krouet e 1936
|
|||||