Boest ostilhoùE yezhoù all
|
Tchekeg
An tchekeg (tchekeg: čeština) zo ur yezh indez-europat eus skourr yezhoù slavek ar c'hornôg. Komzet e vez gant tost da 12 milion a dud er Republik Tchek (e-lec'h ma 'z eo ar yezh stad), e Slovakia, en Aostria (e-lec'h ma 'z eo anavezet gant ar stad) ha gant Tcheked divroet er bed a-bezh. Abaoe 2004 ez eo an Tchekeg unan eus yezhoù ofisiel Unaniezh Europa. Kar eo d'ar Slovakeg betek ma n'eo ket diaes da slovakegerien ha tchekegerien en em gompren an eil egile. Levezonet en deus an tchekeg rannyezhoù alamanek zo, dreist-holl ar Vienneg, war dachennoù ar c'heriaoueg hag ar c'hevreadurezh. [kemmañ] RannyezhoùTeir rannyezh a zo: hini Bohemia, hini Moravia hag al Lac'heg (lašský jazyk) komzet e rannvro Těšín. [kemmañ] Fonologiezh ha lizherenneg
Brudet eo an tchekeg evit e c'herioù hep vogalenn ebet evel blb ("genaoueg") ha krk ("gouzoug"). Ret eo anzav e c'hell ar c'hensonennoù /l/ ha /r/ bezañ implijet evel vogalennoù, ha neuze n'eo ket ar gerioù-mañ hep vogalennoù pa vo lavaret mat. Ur frazenn vrudet: Strč prst skrz krk!("Laka da viz ez korzailhenn!") War ar silabenn gentañ emañ an taol-mouezh e tchekeg, ha hed ar vogalennoù a zo distag dioutañ, evel en anv Jiří ['jiɼi:] ("Jord"). [kemmañ] Liammoù diavaez
|
||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||