Spagnoleg
Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.
Ar spagnoleg, anvet a-wechoù kastilhaneg, zo ur yezh ganet e rouantelezhioù kozh Kastilha ha Navarra, komzet bremañ, ouzhpenn e Spagn, en un ugent stad bennak dreist-holl en Amerika met ivez en Azia hag Afrika gant 450 million a dud hag ouzhpenn 500 million ma konter an dud a ra gantañ evel eil yezh. An eil yezh vamm eo war-lerc'h ar sinaeg mandarin hag an eil yezh studiet war-lerc'h ar saozneg. yezh ofisiel eo en Aozadur ar Broadoù Unanet. Ur yezh indezeuropek eo, diorroet diwar al latin poblek, gant levezonioù liesseurt (iberek / baskek, keltiek, arabek...)
|
Broioù spagnolek |
| Yezh ofisiel |
|
| Implijet stank |
|
|