Boest ostilhoùE yezhoù all
|
Saozneg
Ar saozneg zo ur yezh c'hermanek hag a zeu a Vro-Saoz. Hennezh eo yezh pe unan a yezhoù meur a vro, da gentañ-penn hini ar Rouantelezh Unanet hag he zrevadennoù a-wezharall, en o mesk Stadoù-Unanet Amerika, Iwerzhon, Kanada, Aostralia, ha Zeland-Nevez. Ar saozneg zo unan ag ar yezhoù a vez kaozeet ar muiañ er bed. [kemmañ] Levezon ar saoznegEdan levezon ar saozneg ez eus e-leizh a yezhoù arall, e tachennoù pouezus hiniv an deiz, da skouer en informatik hag en darempredoù a-bell, en armerzh. Ouzhpenn evit kement-se emañ deuet da vout pouezus-bras er bed, da gentañ a-gaoz da c'halloud an impalaeriezh saoz a-wezharall, ha surtout a-gaoz da c'halloud armerzh hag arme ar Stadoù Unanet. Ken pouezus emañ deuet da vout, mard eo ar yezh vrasañ en darempredoù etrebroadel, hag eilvet yezh ofisiel ur bochad broioù. [kemmañ] Emdroadur ar yezhAr saozneg zo ur yezh c'hermanek hag a zo bet edan levezon ar galleg e meur a goulz. Al levezon-se a vez gwelet dre gaozioù hag a zo bet amprestet (déjà vu pe rendez-vous, div droienn c'hallek hag a vez implijet e saozneg) hag en ur bochad kaozioù a zo savet diwar ur wrizienn latin c'hoazh ivez. Ar c'haozioù-se a zo deuet a-barzh ar saozneg dre e zarempredoù gant ar galleg: a-gaoz d'an dra-se emaint tostik-tra, er skritur, ouzh ar gaoz kar. Ar c'haozioù-se a vez kavet er saozneg a-c'houde ker pell, ma ne sella ket mui an Anglizien oute evel ouzh kaozioù gallek. Da skouer: difference,introduction, village, pure. [kemmañ] Gerioù
|
|||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||