Boest ostilhoù |
Prezidantelezh ar C'huzul europatDiouzh tro e vez meret prezidantelezh ar C'huzul europat anezhañ lec'h divizout pennañ Unaniezh Europa. Bep c'hwec'h miz e vez troet, en urzh lizherennek anv pep Stad ezel eus an UE en he yezh ofisiel. Kadoriet eo kendalc'hioù Europa (kuzulioù europat) a vez dalc'het a-hed ar c'hwec'hmiziad gant Penn Stad pe Penn gouarnamant ar vro e penn ar C'huzul europat. An den-se eo ivez Prezidant ar C'huzul europat. Ma teu un deiz Bonreizh Europa da vezañ e talvoud, e teuio prezidant ar C'huzul europat da vezañ dilennet evit daou vloaz hanter gant izili ar C'huzul europat ha n'hallo ket mui sammañ kargoù en e vro e-keit-se. Setu roll ar prezidantelezhioù diwezhañ :
|