Boest ostilhoùE yezhoù all
|
Norvegia
Stag eo an inizi Svalbard ha Jan Mayen, er norzh, ouzh Rouantelezh Norvegia. Enez Bouvet, e su ar Mor Atlantel, hag Enez Pêr I, e su ar Meurvor Habask a zo e dalc’h Norvegia ivez, met ne seller ket outo evel lodennoù eus ar Rouantelezh.
[kemmañ] IstorEn amzer ar Vikinged e voe ur rouantelezh dizalc’h eus Norvegia, adalek an IXvet kantved, ha gant tud eus Norvegia e voe trevadennet douaroù pell er c’hornôg, evel an Inizi Faero, Island, enezeg Breizh-Veur, Greunland. Mont a reas dinastiezh rouaned Norvegia da get e 1387 hag unanet e voe ar vro gant Danmark ha Sveden en Unaniezh Kalmar. P’en em zistagas Sveden diouzh Unaniezh Kalmar er XVIvet kantved e chomas Norvegia hec’h-unan gant Danmark, evel ur rannvro bell, stag outañ. Troc’het e voe Norvegia diouzh ar peurrest eus Europa pa voe degemeret ar brotestantiezh er vro, rak paouez a reas perc’hirined da zont eus Europa war bez Sant Olaf e Nidaros. Goude ma voe faezhet gant Napoleon e rankas Danmark lezel Norvegia gant Sveden e 1814 (hogen an douaroù tramor bet dizoloet gant Norvegiz, evel Greunland, Island, an Inizi Faero, a chomas stag ouzh Danmark). He bonreizh dezhi he doa Norvegia hag he gouarnamant dezhi ivez ; ne oa unanet ouzh Sveden nemet dre ma oa roue Sveden o ren war Norvegia ivez. A-benn ar fin e teuas Norvegia da vezañ dizalc’h da vat e 1905. Neptu e chomas Norvegia e-pad ar Brezel bed kentañ ha klask a reas chom neptu ivez da vare an Eil brezel bed, met taget hag aloubet e voe gant an Alamaned e miz Ebrel 1940 e-pad Emgann Norvegia. Ar Roue Haakon VII hag ar gouarnamant a c'hellas tec'hout da Vreizh-Veur. E 1942 e voe savet ur gouarnamant kenlabourer gant Vidkun Quisling. Dieubet e voe e 1945. Goude m'he doa klasket chom neptu diagent, ar wech-mañ e teuas ar vro da vezañ unan eus diazezourien an AFNA hag an ABU (da Aozadur ar Broadoù Unanet e roas e sekretour kentañ, Trygve Lie). Deuet eo ar vro da vezañ unan eus ar re binvidikañ er bed (gant an tireoul a zo bet kavet e Mor an Hanternoz. Dre ziv wech he doa nac'het Norvegia mont en Unaniezh Europa (e 1972 hag e 1994). [kemmañ] PolitikerezhUr rouantelezh vonreizhel eo Norvegia, gant ur Parlamant. Kemer perzh el lidoù a ra ar roue dreist-holl, hep na vefe gantañ kalz a c’halloud, met arouez unded ar vro eo eñ. 169 c’hannad zo e parlamant Norvegia, ar Storting, ha dilennet e vezont en 19 kontelezh, evit ur prantad pevar bloaz, hervez an doare mouezhiañ kenfeurel. Rannet eo ar Storting e div gambr, an Odelsting hag al Lagting, a c’hell bezañ bodet pep hini diouzh he zu evit traoù zo, pe a-gevret evit traoù all. [kemmañ] Rannadur melestradurelRannet eo Norvegia e 19 kontelezh (fylker). War ar gartenn-mañ e weler anezho gant pep a niverenn (n’eus niverenn 13 ebet, a-ratozh) :
Ouzhpenn se ez eus 433 a gumunioù. [kemmañ] DouaroniezhUr vro hir-hir eo Norvegia, p’en em led a-hed 1752 km eus an norzh d’ar su, hag a-hed 430 km d’ar muiañ ha 6 d’an nebeutañ a reter da gornôg. Ur vro veneziek eo ivez, levezonet gant krignerezh amzer ar skorn. Ar Galdhøpiggen eo ar menez uhelañ, a sav e uhelder da 2 469 m. Troc’het-didroc’het eo an aod, a-hed ouzhpenn 20 000 km, gant e-leizh a inizi, a garregoù hag a fjordoù. Emañ hanternoz ar vro en norzh da Gelc'h pennahel Arktika. El lodenn-se eus ar vro neuze e weler heol hanternoz e-pad meur a sizhun e-pad an hañv. En enep e vez teñval er goañv e-pad devezhioù ha devezhioù. [kemmañ] Armerzh[kemmañ] PoblañsSevel a ra an niver a du a zo o vevañ e Norvegia da 4,6 milion (e Gouere 2004). Goustadik e kresk an niver-se (0,4% bep bloaz). Diskennidi d’ar Vikinged eo ar braz eus an dud, met en hanternoz e kaver ur bobl all, ar bobl Sami, hag ivez un nebeud tud deuet eus Finland (Kven). Henvroidi eo ar Samied hag a-gozh e vezont kavet el lodenn-se eus Norvegia, hag er broioù amezek (Sveden, Finland ha Rusia). Ar brasañ niver anezho koulskoude a zo breman o chom en Oslo. Er bloavezhioù diwezhañ eo kresket kalzik an niver a dud divroet eus broioù all : Pakistan, Irak, Vietnam, Somalia, Sveden ha Danmark. Mont a raent d’ober 7,9% eus poblañs Norvegia d’ar 1añ a viz Genver 2005. Ar c'hêrioù brasañ eo Oslo, Bergen, Trondheim, Stavanger ha Troms. Daous stumm skrivet a zo d’ar yezh norvegek, anvet Bokmål ha Nynorsk, ha n’eo ket bras ar c’hemm etrezo. Ar Bokmål eo ar stumm implijet gant ar muiañ niver eus an dud. En norzh e kaozeer ivez yezhoù samiek, yezhoù ha n’int ket kar tamm ebet d’ar norvegeg. An darn vrasañ eus Norvegiz a zo Luteraned (86%). Tost da 7% anezho a heuilh kredennoù all, hag ar peurrest a lavar n’o deus relijion ebet. [kemmañ] Un nebeud tud vrudet eus Norvegia
[kemmañ] Levrlennadur
[kemmañ] Liammoù diavaez
Monarkiezhoù ar Bed
Afrika: Lesotho • Maroko* • Swaziland° Azia: Bahrein* • Bhoutan° • Brunei° • Kambodja^ • Japan • Jordania* • Koweit* • Malaysia^ • Nepal • Oman° • Qatar° • Arabia Saoudat° • Thailand • Emirelezhioù Arab Unanet^ Kenglad ar Broadoù (Commonwealth): Antigua ha Barbuda • Aostralia • Bahamas • Barbados • Belize • Kanada • Grenada • Jamaika • Zeland-Nevez • Papoua Ginea-Nevez • Sant Kitts ha Nevis • Santez-Lusia • Sant Visant hag ar Grenadinez • Inizi Salomon • Tonga • Tuvalu • Rouantelezh Unanet Monarkiezhoù european all: Belgia • Danmark • Liechtenstein* • Luksembourg • Monako* • Izelvroioù • Norge • Spagn • Sveden • Vatikan (Sez Santel)°^ ° monarkiezh absolut, * monarkiezh damm-bonreizhel, ^ monarkiezh dre zilennadegoù Alamagn • Belgia • Bulgaria • Kanada • Republik Tchek • Danmark • Spagn • Estonia • Frañs • Gres • Hungaria • Island • Italia • Latvia • Lituania • Luksembourg • Norvegia • Izelvroioù • Polonia • Portugal • Roumania • Slovakia • Slovenia • Turkia • Breizh-Veur • Stadoù-Unanet Amerika
|
||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||