|
|
Nederlandeg
Nederlandeg
(Nederlands) |
| Perzhioù |
| Komzet e : |
Izelvroioù, Belgia, Frañs, Surinam, Aruba, Antilhez Nederlandat |
| Rannved : |
| Komzet gant : |
22 000 000 |
| Renkadur : |
37-48 |
| Familh-yezh : |
Yezhoù indezeuropek
|
| Statud ofisiel |
| Yezh ofisiel e : |
Izelvroioù, Belgia, Surinam, Aruba, Antilhez Nederlandat, Unaniezh Europa |
| Akademiezh : |
Nederlandse Taalunie |
| Rizhouriezh |
| Urzh ar gerioù |
{{{urzh}}} |
| Frammadur silabek |
{{{frammadur}}} |
|
| Kodoù ar yezh |
| ISO 639-1 |
nl |
| ISO 639-2 |
dut / nld |
| ISO 639-3 |
{{{iso3}}} |
| Kod SIL |
NLD |
| Deuit da welet ivez Yezh. |
An nederlandegva en Europa
An nederlandeg eo yezh ofisiel an Izelvroioù ha hini un toulladig stadoù bet en o dalc'h, evel Surinam, an Antilhez Nederlandat, Aruba. Ur yezh ofisiel eo ivez e Belgia, hag unan eus yezhoù ofisiel Unaniezh Europa.
Komzet e vez ivez e norzh Frañs, er vro anvet Flandrez an Arvor pe Westhoek.
An anv :
Un anv all a gaver evit ar yezh-se, izelvroeg, savet diwar anv an Izelvroioù. E brezhoneg e c’heller kavout ivez hollandeg, abalamour d'ar c'hemmesk etre ar vro a-bezh, an Izelvroioù, hag ul lodenn anezhi, Holland. Un anv all a gaver c’hoazh e skridoù brezhonek gwechall evit ar yezh-se a-wechoù : flamankeg pe flamanteg pe flamantach ; war skouer ar pezh a vez lavaret e galleg gwechall (flamand).
|