Boest ostilhoùE yezhoù all
|
MitologiezhUn danvez studi eo ar vitologiezh hag ivez an holl danevelloù (pe istorioù) a zo bet savet e-barzh pep sevenadur lakaet da wir ha liammet gant ur sistem relijiel pe kredennoù. Lod a ra gant ar ger mojennelezh, met gwelloc'h eo mirout ar ger-mañ evit treiñ ar galleg légendaire ha mitenn evit mythe hag ivez mojenn evit légende.
[kemmañ] Petra eo ar vitologiezh?Dre vras, ar mitennoù a zo istorioù (lavaret e vez mojennoù pe gontadennoù ivez) deuet diwar an hengoun hag peurliesañ e tisplegont dindan livioù an ijin:
Met, an displegañ n'eo ket abeg an holl vitennoù. En darnvuiañ eus ar mitennoù ez eus kaoz eus ur c'halloudegezh dreistnatur pe eus un doue, met meur a vojenn pe gontadenn tremenet a rummad da rummad a zo mitologel. Prouet eo bet gant ar Vreudeur Grimm e oa posupl kavout ur vitenn e-barzh pep kontadenn-wrac'h. Koulskoude, n'eo ket ur vitenn ar vojenn hec'h-unan. Ha n'eo ket ur vitenn
ur faltazienn wirlivek pe flemmus Da betra servij ar mitennoù evit an Den? Ur moien eo evit liammañ perzhioù sevenadurel ur meuriad, ur geoded , ur vroad gant gwirionezioù hollvedel. Hag a-wechoù e ra splann ar vitenn, en ur doare speredel, ar gwir evit ur poblad delc'her e diriadenn. Kavet e vez neuzioù ha tudennoù mitologel en darnvuiañ eus ar relijionoù ha kazi pep relijion a ra dave d'ur vitologiezh. Tud zo a soñj ez eus mitologiezhoù eus ar relijionoù hag e lavaront evel-se ez int faos ha douetus. [kemmañ] Piv a zo e karg eus treuzkas ar vitologiezh?Gwechall-gozh, er mareoù ma oa bev ar relijionoù a zo kaoz anezho er mitennoù e oa karget da zibunañ anezho tud hag a oa o micher ober se. Pe tud gant anaoudegezhioù relijiel (beleien c'hresian pe roman, drouized er broioù keltiek, seurt chamanoù e meur a vroioù). Koulskoude e weler n'eo ket ur reolenn evit ar varzhed Henc'hres evel Hesiodos (Kosmogonia) hag Homeros (An Ilias hag an Odisseia), ar varzhed heniwerzhonat, ar griotoù afrikat. [kemmañ] Mitologiezh vodernMeur a levr (Tarzan, 1984, Lord of the Rings), ar film (Star Wars) ha meur a abadenn skinwel (Star Trek) zo perzhioù mitologel enno hag e c'hell bezañ liammet gant sistemoù prederourel. N'int ket mitologiezh, met ec'h implijont temoù mitologel a c'hell seveniñ ezhommoù psikologel meur a zen. [kemmañ] Mitologiezh hervez ranbarzhioù ar Bed[kemmañ] Afrika[kemmañ] Azia
[kemmañ] Europa
[kemmañ] Ar c'hentpatromoù mitologel
[kemmañ] Liammoù diavaez
|