|
|
Komorez
An inizi Komorez zo ur stad vihan hag un enezeg e Meurvor Indez, etre norzh Madagaskar ha norzh Mozambik, ouzh genoù Kanol Mozambik. Teir enezenn bennañ zo er stad : Grande Comore pe Ngazidja, Mohéli pe Mwali, hag Anjouan pe Nzwani. Ur pedervet enezenn, Mayotte pe Mahoré, zo e dalc’h Frañs, daoust ma vez sellet outi evel un darn eus ar vro gant gouarnamant Komorez. Moroni eo ar gêr-benn, war an enezenn vrasañ.
Trevadennoù eus Bro-C’hall eo bet an inizi Komorez, adalek 1841. Deuet e oant da vezañ dizalc’h er bloavezh 1978. Da neuze e oa bet votet gant annezidi Mayotte, enezenn suañ an enezeg, chom e dalc’h Bro-C’hall.
|