Boest ostilhoùE yezhoù all
|
India
E Su kevandir Azia emañ ar Republik indiat, India evit berr. Gant Bangladesh ha Pakistan en em led war an iskevandir indian etre aradennad an Himalaya en Norzh hag ar Meurvor indian, hemañ o vezañ a-dal d'he aodoù Kornôg ha Reter. Anv ofisiel : Republik India [kemmañ] An arouez broadel
[kemmañ] DouaroniezhIndia az ac'hub al lod brasañ eus an iskevandir indianat a zo etre plakenn dektonikel India ha lodenn gwalarn ar blakenn indiat-ha-aostraliat. Lod eus tiriad ar stadoù en norzh hag er biz zo lec'hiet e tolzenn (kein?) an Himalaya. Peurrest India an norzh, ar c'hreiz hag ar reter zo tiriadoù strujus plaenenn ar Ganga. Er c'hornog, e-kichenn gevret Pakistan emañ dezert an Thar. India ar su zo evit al lod brasañ pladennoù ledenezel an Dekkan, etre daou dolzenn (gein?) aodel gant torosennadur accidenté, re Ghat ar c'hornog ha re Ghat ar reter. Treuzet eo ar vro gant meurstêrioù evel ar Ganga, ar Brahmapoutr, ar Yamunâ, ar Godâvarî, an Narmadâ hag ar gKaveri. Tri enezeg zo, en o zouez ar re Lakediv, hag a zo er-maez aod ar mervent. Bez'zo ivez aridennad volkanek an inizi Andaman ha Nicobar er gevret ha ar re Sunderban e delta ar Ganga e Bengal ar c'hornog. An hin indiat az a eus hini an trovanoù er su betek hini kerreizhoc'h an norzh e lec'h ma zo erc'h a-hed ar goañv e norzh an Himalaya. Hin ar vro zo levezonet gant an Himalaya ha dezert an Thar. An Himalaya ha menezioù an Hindu Kouch e Pakistan a harz ouzh an avelioù katabatek deuet eus Kreizazia. Rak-se e chom an tommder e lod brasañ ar c'hevandir kontrol d'ar broioù lec'hiet er memes ledred. Evit dezert an Thar a sach avelioù gleborek monson an hañv etre mezheven ha gwengolo hag a zo pennkaoz da lodenn vrasañ kouezhadurioù India. Ur gevredad stadoù eo India, pep hini gant e Barlamant hag e gouarnamant. Bez'zo eizh stad war ugent, c'hwec'h tiriad mui tiriad ar c'hêr-benn Delhi Nevez (New Delhi Capital Territory). 3 287 590 km² eo gorread India. Bevennet eo gant Pakistan, Afghanistan, Republik Pobl Sina, Nepal, Bhoutan, Bangladesh ha Birmania. 15 000 km a hirder eo harzoù ar vro.
Stadoù Azia
Stadoù Azia
Afghanistan • Arabia Saoudat • Armenia2 • Azerbaidjan1 • Bahrein • Bangladesh • Bhoutan • Brunei • Egipt3 • Emirelezhioù Arab Unanet • Filipinez • India • Indonezia5 • Iran • Iraq • Israel • Japan • Jordania • Jorjia1 • Kambodja • Kazac'hstan1 • Kiprenez2 • Kirgizstan • Korea an Norzh • Korea ar Su • Koweit • Laos • Liban • Malaysia • Maldivez • Mongolia • Myanmar • Nepal • Oman • Ouzbekistan • Pakistan • Katar • Rusia1 • Republik Pobl Sina • Republik Sina (Taiwan) • Singapour • Siria • Sri Lanka • Tadjikistan • Thailand • Timor ar Reter4 • Turkia1 • Turkmenistan • Viêt Nam • Yemen Stadoù ha n'int ket anavezet: Nagorno-Karabac'h2 • Tamil Eelam Tiriadoù gant ur statud ispisial: Hong Kong • Makao • Palestina 1. En Europa evit un darn. 2. En Azia e-keñver douaroniezh met a vez sellet outi evel un tamm eus Europa evit abegoù istorel ha sevenadurel. 3. En Afrika evit ar braz. 4. Lakaet a-wechoù en Oseania. 5. En Oseania evit un darn.
|
|||||||||