Boest ostilhoùE yezhoù all
|
HolloueziadurHolloueziadur (pe kelc'hgeriadur) a reer e brezhoneg eus al levrioù a glasker dispakañ koulz ha displegañ enno deskamant, pe gouiziegezh, diwar-benn danvezioù a bep seurt, met ne c'hell an holloueziadur enklozañ an holl ouiziegezh. Gellout a reont ivez bezañ arbennikaet pa bledont gant un dachenn hepken, da skouer pa dennont nemet d’ar skiantoù). Alies e vez renket an danvez dre urzh al lizherenneg. E-pad pell eo bet embannet an holloueziadurioù e stumm levrioù. Bremañ en o c’haver ivez enrollet war pladennoù ha muioc'h-muiañ dindan stumm ul lec’hienn war ar Genrouedad.
AnvadurSavet eo ar ger holloueziadur diwar holl hag ur ger deveret eus gouez-, ar wrizienn a gaver e-barzh gouzout pe gouiziegezh, gant al lostger -adur a gaver e-barzh geriadur pe yezhadur. Tost eo d'ar ger gwyddoniadur a gaver e kembraeg evit envel ar seurt oberenn ha d'ar ger kernevek godhonyador. Ur ger all a gaver e brezhoneg evit se : kelc'hgeriadur, zo savet diwar ar gerioù geriadur ha kelc'h, evit treiñ ar gresianeg Enkuklopaideia, a dalveze deskamant lakaet en ur c'helc'h, peogwir e vez enklozet ennañ deskamant an oberour(ien) betek o harzoù diwezhañ skeudennaet gant ar c'helc'h. Ouzhpenn-se ne c'heller ket implij un holloueziadur urzhiet dre zanvezioù hep brassellout ouzh ur meneger hag a zo stumm eeunañ ur geriadur. Doareoù all da envel an dra-se a gaver c'hoazh. Frañsez Favereau a ra gant geriadur a ouiziegezh (Geriadur brezhoneg a-vremañ, 1992). Frañsez Vallée en doa kinniget levr kelc'houiziegez ha kelc'houiziegezadur. An termen kelc'hgeriadur zo bet kavet e-pad pell e geriadurioù brezhoneg-galleg Roparz Hemon. An div doare evit klask enklozañ an deskamantP'eo ar geriadur astennet da vezañ un holloueziadur, ledan pe arbennig he falioù, ez eus bet savet hollouezadurioù hentennek ivez. Holloueziadurioù gant ur framm ennañ rummoù urzhiet hervez ur poell savet a-ratozh ez int. Dre vras e vez bodet an deskamant dindan anvioù ar c'helennoù bras evit ma reas Aristoteles (Poellouriezh, Politikouriezh, Barzhegezh, Aritmetik, Oablouriezh, Fizik hag ar pezh a zo "goude" ar Fizik, ar Metafizik (Trabedoniezh e brezhoneg). IstorEn Henamzer e voe savet holloueziadurioù gant ar C’hresianed. Oberennoù Aristoteles ha Demokritos a yae pep hini anezho d'ober meni holloueziadurioù hag ar pezh a chom eus oberenn ar c'hentañ a c'hell bezañ gwelet evel an holloueziadur koshañ. Ar Roman Plinius kozh, er Iañ kantved, en deus savet un "Istor naturel" (Naturalis historia) a oa ennañ meur a levr ha 37 anezho (diwar 160) a zo bet miret. Ennañ e oa anv eus fedoù gwir ha traoù faltazius. Sellout a reer ouzh an oberenn-se evel mammenn an holloueziadurioù zo deuet war-lerc’h. En Patrom:IIIvet kantved e teuas er-maez an holloueziadur sinaek kentañ, dindan an anv Melezour an Impalaer. An holloueziadurioù e Sina a oa un harp evit ar studierien en o arnodennoù. Lod anezho a voe savet a-hed meur a gantved. Ar Statudoù Ledan da skouer a voe savet da gentañ gant Du Yu en 801 hag a voe kendalc’het da skrivañ betek an XXvet kantved. Cheng Zu, an impalaer eus Sina eus rummad ar roueed Ming a lakaas sevel an holloueziadur Yongle, an oberenn vrasañ eus ar seurt-se. Echuet e oa bet er bloavezh 1408 hag ennañ e oa 11 000 levrenn dornskrivet a chom war-dro 400 anezho. En IXvet kantved e voe embannet an holloueziadur arabek kentañ, savet gant Ibn Qutayba. Dek levrenn a oa en oberenn, ha plediñ a rae gant an danvezioù-mañ : ar galloud, an noblañs, an temz-spered, ar c’hloer, ar garantez, ar boued, ar maouezed…, oc’h ober gant krennlavarioù, barzhonegoù… Lavarout a reer peurvuiañ ez eo gant ar Saoz John Harris e voe savet ar c’hentañ holloueziadur modern, e stumm ul levr ennañ pennadoù renket hervez urzh al lizherenneg. E 1704 e teuas er-maez e Lexicon technicum. E dibenn an XVIIIvet kantved e teuas er-maez an Encyclopaedia Britannica, e stumm teir levrenn embannet etre 1768 ha 1771. Hiziv an deiz c’hoazh ez eo an holloueziadur brudetañ ha pouezusañ er bed saoznek. D’an hevelep mare e voe embannet e Bro-C’hall an Encyclopédie gant Diderot. E 1772 e voe echuet. Ennañ e oa pennadoù gant Voltaire, Rousseau, d'Alembert ha Montesquieu, kefredourien vras d’ar mare-se. Gant an Iliz katolik ha gant lez ar Roue e voe gwelet Encyclopédie Diderot evel un oberenn awenet gant ur spered disuj koulz lavaret. D’ar mare-se ivez e voe savet en Alamagn holloueziadur Brockhaus. Ha bremañAn holloueziadurioù, anezho oberennoù ledañ deskamant e stumm pennadoù a ra dave an eil re d’ar re all, a c’hell mat-tre bezañ lakaet war un urzhiataer. Kalz aesoc’h ha buanoc’h e kaver ar pezh a glasker evel-se. Ouzhpenn-se e c’heller lakaat war un urzhiataer traoù ouzhpenn ar pezh a vezer boas da gavout el levrioù : sonioù, videoioù ha kement danvez liesvedia a c’heller ijinañ. Ur roll brasoc’h-brasañ zo gant an holloueziadurioù-se war dachenn an deskadurezh elektronek. Hollouezadurioù brezhonekE brezhoneg n’eus bet embannet holloueziadur ebet war baper morse betek-henn. Bremañ, gant Wikipedia, ha gant kenlabour an holl vrezhonegerien a youl vat, emeur o klask sevel ur benveg par d’ar pezh a gaver e yezhoù all, ha kaout deskamant war a bep seurt traoù en hor yezh. Liammoù diavaezGalleg
Saozneg
Spagnoleg |
| Plaza 3 star hotel Los Angeles www.triptake.com | kreatyna kreatyna www.activebody.pl | krynica noclegi krynica noclegi,ośrodek, wyp… gornik.com.pl | Gry Online Gry Online www.pozycjonarka.in… | usb usb, usb www.krj.pl |