Boest ostilhoùE yezhoù all
|
Euskareg
Ur yezh digenvez eo an euskareg pe baskeg (euskara pe euskera) genidik eus Euskadi (pe Bro-Vask) etre mervent Frañs e departamant ar Pirineoù Atlantel ha gwalarn Spagn e Kumuniezh Emren Euskadi ha Kumuniezh Forel Nafarroa.
[kemmañ] Renkadur ar yezhDiaes eo goût orin an euskareg, met krediñ a reer e oa Euskariz pobl gentañ Europa a-raok donedigezh ar pobloù indezeuropek. [kemmañ] Pelec'h e vez komzet?Komzet e vez, e meur a doare disheñvel, e Kumuniezh Damemren Euskadi (Spagn) dreist-holl el lec'h m'he deus ar yezh-se ur statud ispisial hag emañ ar Gouarnamant Damemren (Eusko Jaurlaritza / Gobierno Vasco), ar strollad broadelour PEAJ-PNV (Euzko Alderdi Jeltzalea / Partido Nacionalista Vasco) en e benn, o klask lakaat ar yezh da vont war-raok dre lakaat e pleust ur politikerezh yezh efedus-tre. Komzet e vez ar yezh ivez e lodenn Norzh Kumuniezh Forel Nafarroa (spagnoleg : Navarra). A-hend-all e vez komzet ivez el lec'hioù er Pireneoù Atlantel a denn ez istorel da dachenn yezh an euskareg (ha n'eo ket hini ar gwaskoneg avat). [kemmañ] Statud ofisielUr statud kenofisiel leun he deus ar yezh euskarek e Kumuniezh Emren Euskadi hag ur statud damofisiel e lec'hioù resis zo eus Kumuniezh Forel Nafarroa. N'he deus ar yezh-se statud ofisiel ebet el lec'hioù ma reer ganti er Frañs. [kemmañ] RannyezhoùBez' ez eus c'hwec'h rannyezh pennañ hervez ar proviñsoù istorel: [kemmañ] YezhadurPerzhioù boutin en deus an eukareg gant ar yezhoù kaokazek kentoc'h evit gant an darn vrasañ eus ar yezhoù-all a vez komzet en Europa. Disheñvel-tre eo yezhadur an euskareg diouzh yezhoù indezeuropek Europa ar C'hornôg o vezañ mz'z eo ur yezh ergativel-absolutivel ha n'eo ket unan nominativel-akuzativel. Unan eus an diforc'hioù pennañ all a denn da liesdisplegadur ar verboù : displeget e vez ar verboù sikour evit lakaat war-wel niver ha gour ar rener met ivez niver ar renadenn eeun hag hini ar renadenn dieeun. Nor-nori-nork a vez graet eus an doare-mañ da displegañ ar verboù en euskareg. Da skwer:
Da lâret eo: Martin a bren kelaouennoù din. Rener ur frazenn gant ur verb trazitivel eo Martin ha neuze e vez merket ez-morfologel dre ouzhpennañ al lost-ger -(e)k > Martinek. Ergativel eo an anv kadarn-mañ neuze. Renadenn eeun ar frazenn eo 'egunkaria'. Liester eo ar ger-mañ ivez hervez al lost-ger -ak > eugunkariak. Absolutivel eo an anv kadarn-mañ neuze. Ar verb a zo erosten dizkit, ennañ erosten, seurt tro-c'hraus, hag erosi eo anv verb ar [[verb] pennañ, implijet amañ dindan ur stumm ispisial erosten' (un tammig evel o prenañ). Da heul e teu ar verb sikour displeget dizkit hag a c'heller dielfennañ evel-mañ:
[kemmañ] GeriadurDre darempredoù gant ur bern yezhoù all a-hed an amzer eo deuet an euskareg da vezañ levezonet gante, dreist-holl war dachenn ar gerioù. Amprestet zo bet ganti evel-se gerioù diwar al latin, ar spagnoleg, ar galleg hag ar gwaskoneg. Hervez studierion zo, e teufe an hanter eus an holl c'herioù implijet gant an euskareg eus al latin met disheñvel-tre eo anavezout ar gwriziennoù latin rak cheñchet kalz eo bet an doare d'o distagañ, da skwer:
[kemmañ] Frazennoù skwer:
[kemmañ] Liammoù diavaez[kemmañ] Yezhadurioù war-linenn
[kemmañ] Levriou
[kemmañ] Geriadurioù war-linenn
|
|||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||