Pennad ar sizhun : Berlin
Kêr-benn Alamagn eo Berlin. Deuet e oa da vezañ ur gêr-benn en-dro d'an 3 a viz Du 1990.
Krouet e oa Berlin e-tro ar bloavezh 1200. Hec'h anv en dije un orin slavek hag a zeufe eus ar sorabeg barlen pe berlén, hag a dalvez "kloued e koad", a veze lakaet gwechall war bord ar stêr Spree gant ar besketaerien. Ur gêr kozh a-walc'h eo, daoust ma ne vez ket santet kement-se pa vezer eno. Traoùigoù eus an amzer-se zo da welet memes tra, evel ar c’harter anvet Nikolaiviertel, e-kichen an ti-kêr.
Pa voe unvanet Alamagn en XIXvet kantved, e teuas Berlin da vezañ ar gêr-benn anezhi. Er bloavezhioù 1920 e teuas Berlin da vezañ ar gêr vras a anavezer hiziv an deiz. Dont a reas neuze da vezañ unan eus kêrioù brasañ ar bed, gant war-dro 3,8 milion a annezidi.
Goude kuzuliadeg Yalta (e miz C’hwevrer 1945) e voe rannet Alamagn e pevar zakad goude an Eil brezel-bed, ha rannet e voe Berlin ivez. E divizoù Potsdam e miz Gouere hag e miz Eost 1945 a-benn eskemm diwar-benn dazont Alamagn, dizemglev a savas buan etre Saozon, Amerikaned ha Gallaoued diouzh un tu, hag ar Rusianed diouzh an tu all. Evit ar re gentañ e oa pouezus adreiñ lañs buan da armerzh Alamagn, padal e felle d’ar Rusianed pouezañ war an digoll.
Rann Berlin hag Alamagn a voe ofisiel e 1949. Tachad ar c’hornôg a zeuas da vezañ Bundesrepublik Deutschland (BRD), ha Bonn a voe lakaet da gêr-benn. Diouzh an tu all e teuas an tachad soviedel da vezañ Deutsche Demokratische Republik (DDR) ; lakaet e voe Berlin ar Reter da gêr-benn. Berlin ar C’hornôg a voe staget ouzh Alamagn ar C’hornôg ha dispartiet e oa an div lodenn eus kêr gant ur voger vras. Evel-se e chomas an traoù betek 1989-1990. Dilennadegoù dieub kentañ DDR abaoe 1949 a c’hoarvezas e miz Meurzh 1990. Buan goude e voe adunvanet Alamagn, diskaret ar voger hag adunvanet ivez an div lodenn eus Berlin.
Parlamant Alamagn a guitaas Bonn e 1999, ha d’an 19 a viz Ebrel en em stalias er Reichstag nevesaet. Kalz cheñchamantoù a zo bet abaoe m’eo bet adunvanet Berlin. Karterioù zo bet nevesaet, ha Mitte a zo deuet da vezañ kreiz ar gêr en-dro.
Evit kenderc'hel da lenn : Berlin