Boest ostilhoùE yezhoù all
|
Areg PHP
[kemmañ] Atoudoù an areg PHP
[kemmañ] Istor an areg PHPDanzeet e oa bet an areg PHP e 1994 gant un den anvet Rasmus Lerdorf. Implijout a rae hemañ an areg nevez-se da virout ur roud eus pep gweladenn graet gant an dud a oa o tont war e lec'hienn Genrouedad da welet e CV. Pep gweladenn e veze graet a oa renket e-barzh ur stlennvon gant azgoulennoù (pe rekedoù) SQL. Ar goulevig erounit 'ni eo a roe an tu da gadaviñ daveennoù ar weladennerien er stlennvon. Dedennet e voe kalz a dud gant ar goulev-se (ar programm-se) hag e voe goulennet digant R. Lerdorf ar gwir d'arverañ o-unan anezhañ. Setu perak e oa bet lakaet gant R. Lerdorf ent-linenn handelv (stumm) kentañ e c'houlevig e 1995 e voe roet dezhañ an anv : Personnal Sommaire Page Tools. Diwezhatoc'h e oa bet roet an anv Personnal Home Page v 1.0 dezhañ. Ur berzh en doa graet an areg nevez-se ha dre-benn da se e voe divizet gant R. Lerdorf arwellañ anezhañ hag ouzhpennañ ennañ frammoù astennetoc'h evel dodoù arredeiñ pe frammoù amplegadek pe c'hoazh ar skor evit MySQL. E-gizh-se 'oa e oa deut er-maez handelv daou an areg notet PHP v2 en hañv 1995. Arveret e voe buhan war ur yoc'h lec'hiennoù. E 1997 e oa bet divizet gant daou zen, Zeev Suraski hag Andi Gurmans, mont da labourat gant R. Lerdorf da frammañ ul laz gouleverien (programmerien) da zanzen PHP 3 (tri den arall a gejas gant Lerdorf diwezhatoc'h : Stig Bakken, Shane Caraveo ha Jim Winstead). Hegerz e voe an handelv PHP 3 ar 6 a viz Mezheven 1998. E 1999 e oa bet deut er-maez PHP 4. [kemmañ] Un nebeut RASV (Reizhiad Ardeiñ (~merañ) ar StlennVon) skoret gant PHP
[kemmañ] Dewezhiadur ar boneg (ar c'hod) gant an dafariadUr restr destenn didres eo ur goulevig erounit PHP. Enderc'hel a ra ditouroù skrivet gant nodoù ASCII 7 bit ensoc'het e-barzh ur boneg HTML oc'h ober gant balizennoù spesadel (<? ha ?>) ha kadavet en dafariad. Rankout a ra ar goulev PHP bezañ un astenn .php e difin e anv evit e vefe en araez an dafariad da erounit anezhañ. Pa vez ur merdeer (an arval) o tont da haeziñ (pe da zigeriñ) d'ur bajenn dialuskel ergrafet e PHP :
Setu ur skouer : <html> <head><title>Skouer</title></head> <body> <?php echo "Penaos 'mañ kont ?"; ?> </body> </html> |