Boest ostilhoùE yezhoù all
|
Arc'himedesArc'himedes (gresianeg: Αρχιμήδης, 287-212 kt JK) a oa un ijinour gresian, ur prederour hag ur matematikour speredek. E deorienn vrudetañ a oa homañ : ma vije gant an nen ul loc'h bras a-walc'h hag al lec'h d'ober gantañ e vije bet kap da lakaat an douar da fiñval. Un istor brudet all a oa arruet gant Arc'himedes : Ur roue en devoa soñjet e oa bet touellet pa soñje gantañ ne oa ket aour rik e gurunenn. Implij a reas Arc'himedes un deorienn diwar-benn dilec'hiañ an dour abalamour d'ar pouez evit kavout penaos e oa arc'hant ar gurunenn-mañ pa oa bet paeet evit aour rik gant ar roue. Goude bezañ kavet penn d'ar gudenn-mañ en e gibell e redas Arc'himedes er-maez en noazh a-dreuz kêr en ur grial "Eureka!" (kavet em eus!). Brudet mat eo Arc'himedes ivez evit bezañ ijinet ar savoniezh hag ur gwikefre dourañ a vez graet Biñs Arc'himedes dioutañ. E Siracusa e vevas Arc'himedes, ur gêr hag a voe argadet gant ar Romaned e-kerz daou vrezel. Sikour a reas Siracusaiz d'en em gannañ ouzh ar Romaned gras d'e lies ijinadennoù. A-benn ar fin, avat, e voe lazhet gant ur soudard roman. Lâret e vez e oa o tresañ grafikoù skiantel en traezh hag e c'herioù diwezhañ ouzh ar soudard roman a vije bet : "Na zirenkit ket ma c'helc'hioù!" Buhez Arc’himedes a zo dianavezet : ne ouezomp ket da skouer m’eo bet dimezet pe m’en deus bet bugale. An titouroù on eus warnañ a zo bet roet dreist-holl gant Polybe (202 araok J.K_126 araok J.K), Plutarque (46_125), Tite-Live (59 araok J.K_17 goude J.K) pe ivez gant Vitruve (ur saver-tiez brudet roman). Anavezout a reomp meur a labourioù, embanadurioù hag eskemmoù lizher eus ar pezh en deus graet war ar matematikoù. N’en deus ket soñjet e oa ezhomm derc’hel e labourioù ijinour ; anavezout a reomp nemet un nebeud. Arc’himedes a zo ganet e Siracusa e 287 araok J.K. E dad a oa astronomour, eñ eo en dije kroget d’ober skol dezhañ. A hervez en dije echuet e studioù er skol Alexandrie. D’an nebeutañ eo sur en deus anavezet kelennerien peogwir on eus adkavet lizhiri a eskemme ganto. Aet eo e servij un den pouezus, e-giz ijinour ha kemeret en deus perzh da zifenn ar c’hêr (Siracusa) e-pad an eil brezel-Kartaj. Marvet eo en 212 araok J.K pa oa bet kemeret Siracusa gant ar roman Marcellus.
|